Erick Falc'her-Poyroux, Mestr-prezegenner e Skol-Veur Naoned, savet getañ un dezenn doktorelezh diàr-benn sonerezh Iwerzhon
Er bed a-bezh e weler é paotaat ar festivaloù "sonerezh kelt", ar sonerezh-se a zo neoazh pellik-mat ag ar pezh a veze sonet get sonerion ar pennoù klanioù er grennamzer ha pelloc'h c'hoazh a ziduamantoù ar pobladoù kelt kentañ. Pourmen àr hentoù ar sonerezh etre Iwerzhon ha Breizh, setu pal ar brezegenn-mañ, evit ho lakaat da gompren petra eo ar sonerezhioù "kelt" hiriv an deiz, ha penaos displeg ar berv anezhe a-c'houde ar blezadoù dek ha tri-ugent.
Merc'her 6 a viz Eost, 3e30, 21 Kae an Indez, Sal Ducassou, 56100 An Oriant