Gant ar spi 'vo kavet un diskoulm a-benn nebeut war berr-dermen, hag ur gwir statud evit implijidi nann gelennerien Diwan, setu ur sell positivel ouzh ar skolioù hag o labour pemdeziek abaoe 140 bloavezh.
Hiziv an deiz eo diaes diskouez al labour a vez graet e skolioù dre soubidigezh. Ha koulskoude... Ken splann eo ar soubidigezh abred, gant bugale oc'h ezteurel e brezhoneg gant ar skolaer, gant ar mignoned. Setu ur video savet evit dorioù digor skol Diwan An Oriant, e miz Even 2017. Gant ma vo sioul an devezhioù o tont evit he implijidi nann-gelennerien, ken pouezus evit dazont Diwan...