Resevet hon eus :
"Kevrenn Kreiz-Breizh Unvaniezh Demokratel Breizh a c'houlenn digant re UDB hag an holl dud a c'hello dont, da zont da skoazell implijidi embregerezh Entremont-Sodial, disadorn da 2 eur goude kreisteiz, dirak savadur melestradurel an embregerezh. Divizet eo bet gant re a zo e penn an embregerezh skarzhañ 104 den. Gouzañverien politikerezh gounezvouederezh Briezh int. Abaoe pell e stourm Unvaniezh Demokratel Breizh a-enep ar seurt politirezh -se.
Florence Dhervé
(e karg eus Kevrenn Kreiz Breizh)"