Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Shakespeare e brezhoneg : ar gomedienn mil luiet
E-pad daou vloavezh e oa bet kaset al labour treiñ ha pleustriñ gant strollad c'hoariva Kallag
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 26/09/14 18:58
:

E-pad daou vloavezh e oa bet kaset al labour treiñ ha pleustriñ gant strollad c'hoariva Kallag

E sal ar Cinedix e Karaez e oa bodet 200 lisead Diwan. Daoust d'an hirder (kazi un eurvezh tri c'hard) e oa chomet ar re yaouank aketus, gant an doare leurenniañ oa leun a startijenn.

Levezon Shakespeare a zo anat, gant un istor a zeu eus Plaute, e lec'h e oa daou vreur gevel. Gant Shakespeare e oa bet lakaet pevar breur, an daou vestr hag an daou vevel. Gant Sylvain Bothorel ha Marie-Hélène Morvan oa bet treuzfeurmet anvioù an dud, Tangi ha Meriadeg Landreger, ha Tangi ha Meriadeg Montroulez pa oa gant Shakespeare : "Antipholus ha Dromio of Ephesus, hag Antipholus ha Dromio of Syracuse".

Aterset e fin an abadenn, tud yaouank a lâre e oa brav c'hoari an aktourien, ha leun a vennozhioù souezhus : an doare Bollywood evit kregiñ, ar jandarm doare film a vremañ, ha plijet-bras int bet gant ar mevelien dirollet...

Ul labour brav kaset da benn gant tud a youl-vat. Gant ma vo niverus en dazont oberennoù klasel lennegezh etrevroadel ha broadel, c'hoariet ingal e Breizh e-kichen krouidigezhioù nevez, gant ur brezhoneg yac'h ha fentus...

Voir aussi sur le même sujet : c'hoariva, krouidigezh