Tri devezh gant ur stal leun a dud, degemeret gant peder maouezh, merc'h hennañ Marijo, Manu, Domi, Fabienne... Ha graet gant Muriel Morvan ur reportaj a feson !
Bravigoù Toulhoat, levrioù, boued spered ha korf... Gwerzhet e oa bet kalzig a draoù 'ba stal Marijo war blasenn Sant Mikêl an dibenn-sizhun paseet. Laouen ha trist war un dro. Petra vo war lerc'h ? Pelec'h e vefe moaien da vodañ an dud a gomz brezhoneg, a glask titouroù, sonerezh, levrioù, traoù... ne oant ket e lec'h all ebet e Kemperle ? Da dud ar vro da zoujañ ouzh memor Marijo o staliañ un dra all, hag o kenderc'hel gant ar stourm war bep dachenn a oa he hini.
0 | 0 | Tweet |
|