N'int ket bet digalonekaet ar vanifesterien gant ar barradoù glav dizehan disadorn e Ploure. Gwelet eo bet ur paotrig o c'hoari gant an dour, ken laouen da batouilhat er pri hag er fank !
Komzoù flour a zo bet dibunet war al leurenn gant an dilennidi, komzoù brav,gant ma vo sinet en ti-kêr ur bern evezhiadennoù war ar c'haier "enklask boutin", gant ma vo ur Prefed a c'hello kaout titouroù skiantel ha resis war an doare tour 14 estaj a vefe savet e kreiz ur park war mammennoù an Elle.
Manifesterien laouen memestra, bannieloù strolladoù politikel, NPA, UDB, ar re c'hlas, hag ur bern bannieloù Breizh. Adkroget ar stourm evit ar vro ? Gant ma vo produet nebeutoc'h a lastez en dazont, mod-all, e vo evel Plogo, nukleel pelloc'h, met 80% deus an tredan e tiez an dud o tont deus an nukleel, ha energiezh efedus ebet, na gant an avel, na gant an heol, produet e Breizh evit emrenerezh ar vro ...