Degemer mat war stand an embannadurioù e brezhoneg hag e gallaoueg !
Bienvenue sur le stand des éditions en langue bretonne et gallèse !
Croeso ar standin llyfrau yn llydaweg !
Welcome on Breton language publications’ stand !
Bone arive su l'estande des banies en berton e en galo !
Gant plijadur e kinnigomp deoc’h dont da zizoloiñ an embann e brezhoneg e doug Saloñs al levrioù e Pariz etre an 13 hag an 18 a viz Meurzh e Porte de Versailles. Ar stand a vo war dakad Breizh er plas T68 ha kavet e vo eno levrioù e brezhoneg hag e gallaoueg.
E-pad ar c’hwec’h devezh-se, e c’hello pep hini gwelet startijenn ha liesseurted al levrioù e brezhoneg. Kavet e vo a bep seurt, levrioù deskiñ, romantoù, levrioù evit ar vugale, bannoù-treset, kelaouennoù ha ivez levrioù divyezhek.
Anne-Sophie, e karg eus an embann e Kuzul ar Brezhoneg (www.brezhoneg.org), a vo war al lec’h hag a zegemero hag a guzulio ar weladennerien e brezhoneg hag e galleg.
Degemer e bed al levrioù e brezhoneg !