E Skaer e vez kempennet an hentoù hag aozet troioù bale gant ar gevredigezh "ar Ruz Botoù"
Joel Huiban zo bet er c'huzul kêr Skaer. A-drugarez dezhan ha d'e skipailh oa bet graet ur sapre labour. Skaer, kumun vrasan e Breizh a zo gant hentoù brav ken-ken : Kaskadeg, stêr Isol, Koad Kerloc'h gant e 800 devezh-arez koadoù, parkeier bras-divent, unan eus ar peulvanioù brasan zo er bed gant ar "menhir sant Yann", 8 metrad uhelder.
Labour zo c'hoazh evit ar skipailh, met plijadur a vez atav. Mont a ra ar skipailh Ruz Botoù da vale war Enez Veur, e kreiz bro C'hall, hag aozet e vez ganto un dro vale e miz C'hwevrer hag unan all d'ar sul 7 a viz Gouere, asambles gant Kuzul skoazell skol Diwan Kemperle.
4 euro evit un dro vale etre 9 ha 20 kilometr, kafe a-raok mont kuit, daou lec'h pourvezan gant boeson ha gwastili, hag un tamm bara pok ha pok e Skaer pa erru an du : n'int ket skraign tud Skaer, me lâr deoc'h !
Ha gant Diwan, e vo aozet souezhadennoù war an hent, gant ur Chouan anvet Bonaventure, sonerien skol sonerezh ar gumuniezh kumunioù a vo war bord ar stêr, pe e Kerandreo, Youenn Brenn a gano Youenn Gwernig, gourenerien a vo ivez, kanerien, c'hoarioù Breizh, filmoù e brezhoneg gant tud ar vro, chouchen da danva gant Henri Carduner ....
Tro dro Skaer, d'ar sul 7 a viz Gouere, 7e45 betek 11e45 : enskrivadurioù. Titouroù : 06 79 14 96 87