Gant 200 000 a dud e vefe bet gwelet ar seizh film war ar rouedadoù sokial, un doare dispar da voulc'hañ an hent evit seriennoù all e Breizh...
Setu, echu neuze ar seizh rann skignet ingal, bep sizhun, war gwagennoù frans 3 ha war Internet. Ur brav a labour, e lec'hioù gouez Breizh (Komana, Rosko, Plougerne...), goude seizh bloavezh gortoz eo deuet er maez brav, gant skeudennoù interessant, sonerezh ha barzhoniezh Kris Menn, peadra da ziskouez, e c'hell ar Vretoned mont war raok gant ar filmoù faltazi ha n'int ket 'met teulfilmoù. Gant ma vo seriennoù all, evit ar grennarded, evit ar vugale, evit holl an dud a blij dezho sellout ouzh skeudennoù gant tud o komz brezhoneg...