Saloñs al levrioù e Gwened
Priz lennegel e brezhoneg 2012
E-kerzh saloñs al levrioù e Gwened e vo roet ur priz lennegel, evit an eil gwezh, d'un oberenn skrivet hag embannet e brezhoneg e-pad ar bloavezh 2011.
Pevar levr a zo bet lakaet war ar renk gant an embannerien vrezhonek :
Andon ar gasoni savet gant Mich Beyer, e ti embann An Alarc'h
Torrebenn ! savet gant Yann Bijer, e ti embann Al Liamm
Beaj Owen savet gant Armel le Sec'h, e ti embann Skol Vreizh
Nan heb e dad savet gant Mikael Madeg, e ti embann Emgleo Breiz
Pep Breizhad, hag eñ tik da yezh e vro, a gavo enno danvezioù ken disheñvel hag un enklask polis, fedoù istorel, ur veaj tramor pe buhez pemdeziek ur c'hrennard aet e dad diwar wel.
A-viskoazh ez eus bet e Breizh skrivagnerien ampart hag awenet o fluenn.
Gant piv ez aio ar priz 2012 ?
Embannet e vo anv al loread(ez) war ar groaz d'ar Sul 24 a viz Even e-tal mogerioù-kreñv kêr Gwened !