Daouzek den bodet tro-dro da Nikolas Amaury. C'hoarioù, fiñvadegoù, peadra da lakaat an dud da vezañ dihunet mat ha da zeskiñ disoñjal o "ego" evit gallout ijin war ar prim gant ur skipailh.
Livañ ar jirafenn, kribañ blev ur maligorn ramzel ? Kudenn ebet. Lammat etre an heol hag al loar ? Sevel un deltenn evit ar chas, derc'hel sac'h e wreg o welout anezhi o tañsal gant ur paotr all ? Netra aesoc'h evit ar c'hwec'h plac'h hag ar c'hwec'h paotr deuet eus Kastell-Paol, Naoned, Fouenn, Brest ... evit prientiñ ar pezh a vo kinniget d'an arvesterien e Kawan.
Goude merenn, goude poelladennoù tommañ a bep seurt, o deus staliet ar sal, ur seurt tachenn c'hoari (ur poull riklañ e Kebeg). Reolennoù strizh a zo. Ret eo c'hoari en ur ganañ, o veskañ ar skipailhoù, gant temoù a bep seurt : "en ul lec'h teñval, mab tud paour, ar yar melen ..."
Plijadur zo bet, ha rannet eo bet ar strolladoù e div lodenn. Skipailh an Hanternoz a bleustro ur wech ouzhpenn a-raok Gouel broadel ar brezhoneg e Kawan, ha skipailh ar C'hreisteiz a raio memestra. Neuze, deuit niverus da zibab peseurt skipailh a vo an hini barrekañ e Kawan d'ar Sadorn da beder eur !