Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Prest e vo al levrigoù 'benn nebeut !
A'ï eo poent soñjal er vakañsoù ! Ouzhpenn 50 kamp vakañs e brezhoneg hag e gallaoueg a vo aozet er bloaz-mañ gant 15 aozer disheñvel. Ar c'hampoù vakañsoù a ro tro d'ar vugale : ° da vevañ prantadoù kreñv ha fromus e brezhoneg hag e gallaoueg, ar pezh a zegas talvoudegezh d'ar strivoù a reont er skol ° da amprouiñ obererezhioù nevez (pone, surf, belo, kaiak, sirk…) ° da guitaat o familh ha d'en em gavout en ul lec'h azasaet evito gant tud yaouank mennet da brofañ dezho vakañsoù a-stroll a-feson ° da gavout o flas (...) - Dudi brezhoneg gallaoueg
Par pour UBAPAR le 26/02/18 14:12

(voir le site) " align="left"> (voir le site) width='150' height='113' /> A'ï eo poent soñjal er vakañsoù ! Ouzhpenn 50 kamp vakañs e brezhoneg hag e gallaoueg a vo aozet er bloaz-mañ gant 15 aozer disheñvel. Ar c'hampoù vakañsoù a ro tro d'ar vugale : ° da vevañ prantadoù kreñv ha fromus e brezhoneg hag e gallaoueg, ar pezh a zegas talvoudegezh d'ar strivoù a reont er skol ° da amprouiñ obererezhioù nevez (pone, surf, belo, kaiak, sirk…) ° da guitaat o familh ha d'en em gavout en ul lec'h azasaet evito gant tud yaouank mennet da brofañ dezho vakañsoù a-stroll a-feson ° da gavout o flas e-barzh ur strollad ha da vezañ emrenoc'h-emrenañ o kaout plijadur. Bep bloaz e vez embannet levrig ar c'hampoù vakañsoù gant an UBAPAR. Disoc'h labour a-stroll an aozerien eo. 11 300 levrig a vo moullet er bloaz-mañ ha skignet e 280 skol divyezhek. Diaesoc'h-diaesañ eo evidomp skignañ al levrigoù-se abalamour d'an niver a skolioù o kreskiñ ha d'an diazamantoù da vont e-barzh ar skolioù degaset gant ar plan vigipirate. Setu perak e c'houlennomp sikour diganeoc'h evit ar skignañ. Un dornad kevredigezhioù lec'hel o deus asantet bezañ ur pont etre ar skolioù ha ni. Pedet oc'h gante da evañ ur banne kafe, da sellet ouzh ur filmig a-zivout ar c'hampoù vakañsoù, da gaozeal eus ar c'hampoù vakañsoù gant un aozer ha da dapout al levrigoù evit holl vugale ar skol e-lec'h m'emaoc'h o labourat pe e-lec'h m'emañ ho pugel. Baneoù kafe a zo bet raktreset evit ma teufe un den deus pep skol da glask al levrigoù, kaozeal gant un aozer ha sellet deus ur film war ar c'hampoù : Ti ar Vro Treger Goêlo : 12 a viz Meurzh da 5e Kreizenn Sevenadurel Gwengamp : 12 a viz Meurzh da 5e Ti ar Vro Sant Brieg : 13 a viz Meurzh da 5e Emglev Bro Douarnenez : 16 a viz Meurzh da 5e Sal Trimaran e Loperc'het (gant Servij ar Yaouankiz Loperc'hed ha Ti ar vro Landerne) : 12 a viz Meurzh da 4e30

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 0) ?

ABP

  • À propos
  • Contact
  • Mentions légales
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons