Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Conference debat -
Plas ar brezhoneg war Internet : ur rouedad sokial o tiwan ?
Bev-buhezek, ar brezhoneg war Internet ? Gant kement a lec'hiennoù, blogoù, liammoù, videoioù... Ha ma vefe ar rouedad ur chans divent evit hor yezh ?
Par Fanny Chauffin pour ABP le 1/11/10 0:03

Tregont den bodet e sal vihan deñval Glenmor evit an divizh aozet gant gouel al levrioù Karaez. Ha ma vefe  brasoc'h plas ar brezhoneg war internet evit an hini roet dezhañ er gevredigezh ? Peadra a zo da vezañ laouen : Brezhoweb deuet da vezañ ur « chadenn TV », dixit CSA, Wikipedia, blogoù e brezhoneg, servijoù enlinenn, sonerezh ha kanaouennoù war You Tube ha Dailymotion, ABP, rouedadoù radioioù e brezhoneg ... Met piv a implij Internet e brezhoneg ha d' ober petra ?

Wikipedia, ABP, Ofis, Brezhoweb ...

Tro an dud : petra ' vez graet ganto pa vez klasket ul lec'hienn internet e brezhoneg ? Daou anezho a zo o postañ pennadoù war Wikipedia, Valeriya o tont eus Rusia a implij kalz Internet met n'eo ket gouest da glask traoù e brezhoneg c'hoazh.

Jakez a blij dezhañ mont da surfiñ ha da zizoleiñ lec'hiennoù nevez, gant liammoù lakaet war lec'hiennoù anavezet gantañ, pe kavet war ur gazetenn baper. Mont a ra ar paotr Hoel war blogoù e vignoned Gwenvred ha Moran (e brezhoneg penn-da-benn, mar plij), kalz fentusoc'h eget ar re all int! Evit Fañch, kroget e oa 20 vloaz'zo da lakaat traoù war Internet diwar ar brezhoneg ... met en galleg.

Evit Per, e vez lakaet filmoù video e brezhoneg istitlet e galleg gant Tregor Video, met mankout a ra arc'hant evit mont pelloc'h. Menegiñ a ra ar re all : Wikipedia, ABP, Dastum, an Ofis, Geobreizh, Brezhoweb,...

Wikipedia : ur gumuniezh a labour kalz

Displeget eo bet da c'houde gant Ronan Menardeau hag Yves-Marie Derbre mont en-dro Wikipedia, an 50vet yezh bet tizhet ganti 30 000 pennad. Lakaet o deus tud a youl vat, liseidi, kelennerien ur sapre youl... hag embannet o deus 35 746 pennad. Perak ? Gwir eo, tri milion a bennadoù a zo bet embannet e saozneg, met evit ar brezhoneg eo ur chañs divent kaout un doare « holloueziadur » ha ma ne vefe ket un dra troet ger ha ger, en ur yezh dereat hag a vo  implijet da c'houde gant ar re yaouank a glask titouroù e brezhoneg war Internet.

Ur seurt kumuniezh eo, gant pevar den a labour hag o deus labouret kalz, ha n'o deus ket c'hoant bezañ enoret, daoust d'al labour ramzel a vez graet ganto. Ouzhpenn rentañ servij d'ar re all e reont : uhelaat a reont live yezh an holl hag ho hini ivez.

Goulennoù a chom hag a vo da labourat

Perak ne vefe ket sikouret ar rouedadoù e brezhoneg o deus prouet e oant efedus ? Penaos priziañ ul lec'hienn a-fet kalite, an niver a dud a ya da lenn, ... Hag eñ hon eus hiziv an deiz webmasterien barrek a-walc'h evit heuliañ tout ar pezh a zo nevez : lakaat Wikipedia war un Ipod, pe un Ipad, pe ur Blackberry ha me oar ? Hag eñ eo an unyezhegezh ar gwellañ hent evit ar re a gomañs gant ar brezhoneg ?

Tud a vicher, tud a youl vat : penaos sikour anezho evit ma vefe ur stummadur, war ar c'hazetenniñ, ar filmañ, ar brezhoneg ? Ha koumananterien a vefe ma vefe un doare Mediapart e brezhoneg ?

Bodañ an holl en ul lec'hienn evit kavout ha lenn anezho ?

Hag evit ar peurrest ? Penaos kaout ar memes spered, pa vez blogoù hiniennoù (Moran, Franck, Gwenvred, Franck, Padrig, Sarah, Jade, Kristian...) o vleuniañ, pep hini o sachañ e raktres hep kejañ ouzh ar re all (ABP, Brezhoweb, Kaouenn, Tregor Video, Dizale, Gwengolo, raktres Hon bed,...). Marteze e vank ur sevenadur « kumuniezh » evit gallout profitañ eus barregezhioù an holl. Marteze kemer skouer war pezh a zo bet graet gant al lec'hienn Gwiad, evit klask sikour Yann brezhoneger e « bed kriz Internet Breizh » ....

(voir le site)

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons