Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Plakoù c'hoariet gant Jakez Andrev : un dudi !
Setu Jakez Andrev paotr Penn ar Bed, oc'h adkemer perzh "Plakoù" an dudenn pennañ e pezh c'hoari "Bleunioù Gouez"
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 9/02/14 11:50
:

Gant seizh pleustradeg, met ur vicher anat, setu Jakez Andrev paotr Penn ar Bed, oc'h adkemer perzh "Plakoù" an dudenn pennañ e pezh c'hoari "Bleunioù Gouez"

Kant den e sal ur barrez 2000 annezad enni, brezhonegerien kazi holl, o sellout ouzh film Frañs 3 graet e 1985 : "ar foll hag ar marv", skrivet gant Dario Fo, e lec'h emañ Remi Derrien o c'hoari ar foll ha Naig Rosmor o c'hoari ar marv. Fromus evit an hol e oa adwelout an daou zen pouezus evit ar c'hoariva, ar c'hrouiñ e brezhoneg, Remi aet d'an Anaon, ha Naig e ti ar re gozh, tapet ganti kleñved Alzheimer. Ar foll deuet da vezañ ar marv, hag ar c'hontrol, pebezh planedenn...

Goude, plas d'al laouenedigezh gant pezh c'hoari nevez La Obra "Bleunioù gouez" gant c'hoarierien dispar eus Chili ha Guatemala, sonerezh brav, ur gwir grouidigezh gant ur preder war ar c'hoariva evit an holl, ar stourm evit ar pobloù bihan a zisoñj an natur hag an traoù pouezusañ. Pennadoù fentus, pennadoù trist, a bep seurt a zo, hag an arvester ne gav ket hir e amzer.

Hag e oa ur c'hoarier nevez er strollad, anavezet mat e bed ar c'hoariva e brezhoneg : Jakez Andrev, o c'hoari "Plakoù", Loeiz ar Floc'h ganet e 1867 e Bodilis, bet er siminer, bet gant ar seurezed, met ne c'helle ket chom dindan gwask ur patron, setu aet eo war an hentoù o werzhañ e foarioù "plakoù bihan, plakoù bras", peogwir d'ar mare-se e oa ret lakaat plakoù war ar girri, gwerzhañ a rae ivez a bep seurt louzoù, evel an "Docteur Medecine" a veze gwelet en Amerika gant ar baotred saout ...

Plijadur a zo bet atav, gant an abadenn ha gant ar c'hoarier brudet-mañ. Gourc'hemennoù, Parkoù !

Voir aussi :