Goude presegennoù hir ha poanius bet e pennad Lleuwen, goude tabut hir ha poanius diwar benn plas ar brezhoneg e Frañs tri, pe polikerezh yezh ar rannvro daleet betek miz meurzh abalamour d'an erc'h, goude ar brezel diabarzh evit ar re a zifenn Palestina hag ar re a zifenn an tu all, setu liseidi Diwan Karaez o klask peseurt efed a zo gant ar brezhoneg war empennoù an dud.
Digor war ar bed ? Aesoc'h evit deskiñ yezhoù all ? Evit mont e darempred gant pobloù all gant yezhoù bihan ? Respontoù a bep seurt, roit ho hini m'ho peus c'hoant ...