E-kerzh an devezhioù 8 betek 10 a viz Eost 2025, e vo dalc’het ar 16vet Gouel kan ar Vartoloded e porzh Pempoull. Ur gouel bras-meur, hep e bar e Breizh, evit ar re sot gant ar sonerezh, ar sevenadur, ar mor hag an emgavioù liessevenadurel.
E 2025, e vo lakaet war well ar vro Gebek : Lynda Lemay, Le Vent du Nord, Klô Pelgag, Bleu Jeans Bleu, Katia Rock (kanerez ar vro), a zeuio da seniñ war al leurenn e Pempoull.
Eus Galicia gant Carlos Núñez, betek Fatoumata Diawara (Mali), Delgrès (Gwadeloup), Soviet Suprem, Solas (Stadoù-Unanet / Iwerzhon), Mitsune (Japoñ / Alamagn)... N'eo ket bet disoñjet ar strolladoù eus Breizh kennebeut: Alan Stivell, Denez, Miossec, Barzaz, Annie Ebrel, Sonerien an Trev...
Dont a raio kant strollad ha lazh-kanañ da ginnig kan martolod... eus Breizh, Bro-Skos, Stadoù-Unanet, Bro-Saoz, Izel-vroioù, ha Kebek ivez. Bez e vo Festoù-noz e-leiz, ken ma vo posubl dañsal bep noz.
200 bag gozh a vo er porzh. Bez’ e vo ivez :
🎭 C’hoariva ha kontadennoù,
👶 Lec’hioù ha kinnigoù evit ar vugale,
🎨 Diskouezadegoù,
🍴 Boued mat hag eus ar vro,
🎼 Kan ha sonerezh a-hed ar straedoù.
Dre levezon sinadur “Ya d’ar brezhoneg” abaoe 2008, e vez gwelet brezhoneg e pep lec’h. Un digarez da glevout ar yezh eo ivez. Gant 1500 den a-youl vat, e vez graet berzh. Klask a ra ar Gouel ivez bezañ doujus ouzh an ekologiezh : gobedoù adimplijadus, produioù bio, mont-ha-dont dre BreizhGo...
🎟️ paimpol-festival.bzh
🎫 1 devezh : 35 € / 31 € (prenet a-raok)
🎫 3 devezh : 70 € / 62 € (prenet a-raok)
👶 Digoust evit ar vugale dindan 6 vloaz
📍 Pempoull a c'heller mont eno dre an treñ (SNCF), dre ar c'hirri-boutin (BreizhGo) pe ar c'hirri-tan evel-just.