Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/43/43115_1.jpg
Ur skeudenn all, gant gerioù an haisha
- Annonce -
Patrick Fetu ha Kirill Giraudon : un droidigezh soutil
Skrivagnerien haiku an daou, graet o deus asambles ul levr gant skeudennoù, "haisha" a vez graet anezho.
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 26/09/17 15:35

Skrivagnerien haiku an daou, graet o deus ul levr gant skeudennoù, "haisha" a vez graet anezho, asambles.

"Etre oabl ha mor", setu titl al levr, gant fotoioù ha testennoù Patrick Fetu, skrivagner haiku, savet gantañ meur a varzhoneg, liammet gant ar mor alies.

O chom kichen Pariz, kine, Patrice a blij dezhañ arz an haiku, ha plijus ken-ken eo lenn e levr, daoust da "glichedoù Breizh" a vez kavet un tamm memestra gant kalz a velkoni, traoù "mergle"t (met se vez kavet gant Lors Landat, ha Kris Menn ivez), bigi o vervel, koeff ar vaouezh kozh dindan e "gorzenn wer".

Met brav ar skeudennoù, brav al levr (golo da cheñch marteze, ken simpl eo...), kit neuze d'e lenn ha pleustrit evit sevel barzhonegoù evel-se, skignit anezho, prenit e levr evit mont donoc'h e arz an haisha !

Kozh kouc'h bronduet

karout 'rafe ar moraer kozh

e welout o ouelediñ. /

Dirak e gouc'h

digor d'ar seizh avel

an droug-bouzelloù. /

Mergl hag ankounac'h -

emañ ar penton kozh o c'hedal

an tarzh-mor diwezhañ. /

Etre oabl ha mor

Patrick Fetu

Unicité

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons