E penn kentañ an dibunadeg zo bet lavaret gant Paskal un destenn vrav a-ziwar tem an abadenn : Gwenn ha du.
A-enep an dud a gred e vez Bretoned ar re a vev e Breizh abaoe ar Grennamzer, a-enep ar faskourien o doa mezhekaet ar vreudeur sonerien, en doa savet Paskal un destenn evit lidañ gwir ar galon, ket gwir an dachenn ganedigezh an dud.
Ha just daou zevezh a-raok e oa bet lavaret gant tud politikel Kerne Veur ne c'helle ar strollad politikel Breizh bout efedus 'met pa vefent kad da lavarout e oa da gentañ ar c'hengred, an demokratelezh hag ar c'hoant da vevañ er vro a rae "Bretoned" eus an dud...
Hag o welet Yannig Martin ha Tangi Josset, an daou vreur gevel soner o tibuniñ gant dilhad gwenn ha du, peadra a oa da ziskouez pegen kreñv ha digor eo difennerien ar sevenadur hag ar yezh er vro.