Dic'hortoz, fresk, fentus ... chañs o deus al lennerien da lenn romant nevez Paol ar Meur : "Eus e steredenn d'eben", evit ar re Drede/Termen.
>
ABP - Pet levr 'peus skrivet evit PAV ha PAY ?
Paol ar Meur - Unan hepken, ur skrid adkavet gant un embanner ugent vloaz war-lerc'h bezañ bet skrivet. Freuzstal oa bet graet gant an ti-embann ha n'em boa ket dalc'het div skouerenn eus ar skrid. Me 'soñje din e oa kollet da viken. Goulenn e oa bet diganin kas ur skrid d'ar mare-se pa ne oa ket kalz levrioù da ginnig d'ar grennarded.
ABP- Peseurt raktresoù zo war ar stern ganit ?
Paol ar Meur - Hini ebet petra bennak ez eus kalz mennozhioù em fenn, re skuizh on war-lerc'h ma devezhioù labour evit duañ paper adarre, ha sammet ivez gant ma labour evit ar c'helaouennoù.
ABP - Ha lennet' peus levrioù all PAV ha PAY ?
Paol ar Meur - Pell 'zo ne lennan ket mui levrioù evit ar re yaouankañ.
ABP - Deizh ha bloaz ar priz : petra 'pije c'hoant da lavarout d'an aozerien ?
Paol ar Meur - Trugarez da vroudañ an dud da skrivañ.