Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Ouzhpenn 1200 arvester, 70 arzour ha 70 den a-youl vat evit Devezhioù ar C'Hengred : un taol-kaer a-stroll
Aozet e oa bet Devezhioù ar C'Hengred d'ar 5 ha 6 a viz Meurzh tremenet, e Roazhon, evit harpañ Skoazell Vreizh. Un digarez da vodañ arvesterien niverus, deuet eus pemp departamant Breizh hag eus pelloc'h zoken, evit lod. Fellout a ra da Guzul-merañ Skoazell Vreizh a-bezh trugarekaat an holl re bet o kemer perzh, e mod pe vod, e aozadur an div abadenn. An Devezhioù-se o deus diskouezet en-dro e oar ar Vretoned bezañ unvan pa'z eus kaoz eus kengred. Ur meno diazez evit ur bobl a rank derc'hel mat, p'emañ ar renerien ha an divizourien veur o vagañ hag o reiñ lusk d'an emgarantez ha diskar ar sevenadurioù.
Par Jerom Bouthier pour skoazell vreizh le 10/03/10 14:08

Aozet e oa bet Devezhioù ar C'Hengred d'ar 5 ha 6 a viz Meurzh tremenet, e Roazhon, evit harpañ Skoazell Vreizh. Un digarez da vodañ arvesterien niverus, deuet eus pemp departamant Breizh hag eus pelloc'h zoken, evit lod. Fellout a ra da Guzul-merañ Skoazell Vreizh a-bezh trugarekaat an holl re bet o kemer perzh, e mod pe vod, e aozadur an div abadenn.

Trugarez d'an holl re a-youl vat hag an holl arzourien dreist-holl. Int-i o deus roet buhez d'an degouezh. C'Hoant hon eus ivez saludiñ perzhidi emsav sevenadurel, kevredigezhel ha politikel Breizh, a oa deuet niverus. Trugarez dezho evit bezañ embannet o fiziañs ennomp. An dalc'h a oa reiñ Skoazell Vreizh da anavezout d'ar brasañ niver, ha d'ar rummadoù yaouank dreist-holl, bet ganet pell goude krouidigezh ar gevredigezh. Tizhet eo bet ar pal.

Brav e oa ivez gwelet e oa bet graet anv eus an degouezh er mediaoù. Ur gelaouadenn dele war France 3 zo bet (sellet ouzh lec'hienn Internet France 3 Breizh, keleier 19/20 ar Gwener 5 a viz Meurzh) ha leun a bennadoù war ar Genrouedad.

An Devezhioù-se o deus diskouezet en-dro e oar ar Vretoned bezañ unvan pa'z eus kaoz eus kengred. Ur meno diazez evit ur bobl a rank derc'hel mat, p'emañ ar renerien ha an divizourien veur o vagañ hag o reiñ lusk d'an emgarantez ha diskar ar sevenadurioù.

Hep kengred, frankiz ebet !

Jerom Bouthier, prezidant Skoazell Vreizh
Fabris Cadou, sekretour Skoazell Vreizh

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons