Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Dre chañs oa ur fest-noz sal Carnot ...
Dre chañs oa ur fest-noz sal Carnot ...
- Éditorial -
O Breizh ma bro ... e kreiz ar festival ?
Breizh o pediñ Breizh ? Penaos e c'hellfe bezañ ? Ha setu Marjan vrezhonegerez o pourmen da 23e30 e straedoù ar festival evit gouzout penaos o deus graet pennoù bras an aozerien evit sevel an "Egor Breizh"
Par Fanny Chauffin pour ABP le 7/08/10 12:04

Nozvezh gentañ festival an Oriant, leun chouk abadenn Cranberries gant 10 000 a dud, "friko boued mor" (cotriade) gant re a dud (ret e oa d'an dud o doa prenet bilhidi gortoz un eurvezh hanter evit bezañ restaolet).

Pelec'h emañ ar pavilhoñs bras gouestlet da Vreizh e lec'h e oa ar C'Halisia, bro Skos, bro Gembre ... ar bloavezhioù paseet ?

N'emañ ket aze. Bihanoc'h hini C'Halisia ar bloaz-mañ met brav atav, gant danserien e-barzh. Asturia : stand bihan, Australia : ur bern traoù da werzhañ, evelboaz. Met pelec'h o deus lakaet ar vro enoret ar bloaz-mañ ?

Ma ... evel ar bloaz paseet a-benn ar fin. Savet oa bet ur skritell vras skrivet "Kae Breizh" warni, ha garlantezennoù Nedeleg a-us da standoù an artizaned.

Deomp pelloc'h, marteze ... Ket, heñvel-poch ouzh ar bloaz paseet, memes leurenn, memes stal evit ar boued), ha sonerezh war al leurenn ... deus Asturia (la Col.la Propinde) !

Ale, paouez da bismigañ, sell, stand Diwan zo brasoc'h, kamaraded Breizh unvan a zo bev c'hoazh da 23e30 evit gwerzhañ pegsunioù banniel Breizh, ma doue, ma doue, kalz arc'hant zo bet lakaet e bruderezh ar festival, evit degemer ar strollad a zo e porzh An Oriant fennozh, met sur a-walc'h n'eo ket bet dispignet kalz evit enoriñ ar vro deomp-ni ! Buan, d'an ostaleri evit evañ ur banne gwin gwenn Naoned a zo bet tennet deus tavarnioù ofisiel ar festival !

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1449 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons