Aozet aketus e oa bet ar pred gant ar Vamm. An holl a oa bet pedet — kement hini hag a ouie daremprediñ Ti an Tevenn evit kavout eno tommder ar garantez e go evit darn, selloù tener ar vignoniezh wirion evit darn all. Da bep hini da zegas gantañ ar pep gwellañ evit e rannañ e-doug ar pred disheñvel-se. Ha daouarn digor ar Vamm a lakfe unvaniezh ha peoc'h e kalonoù ar gouvidi en dro d'an daol.
Hogen, daoust hag un den a c'hell, a-greiz-pep-kreiz, digeriñ klaz en ur ziverkañ da vat ar rollec'hioù bet garanet e gwenodennoù an amzer gent? Setu e ranko pep hini anezho sammañ pouez ar fazioù kozh evit klask sevel darempredoù nevez.
Ils étaient tous rassemblés à Ti an Tevenn autour d'un repas préparé par la Mère. Son accueil mettra-t-il l'unité et la paix dans le cœur des convives ?
Après Sonata in E. Minor, voici le nouveau roman de Kristian Brisson.
168 p. ; 14,8 x 21 cm ; 12 € ; ISBN : 978-2-86863-164-0 ; skignet gant Coop Breizh.