Skrivagnerez, prederouriez : Denise Le Franc hag e levrig leun a fent a oa bet dibabet gant ar vugale
Souezhet e oa bet ar vugale da welout e oa "Pikez blev ruz" ur vaouezh gozh gant blev gwenn, met goude pemp munutenn, bugale skol Diwan Komana a oa dirollet da c'hoarzhin hag a oa o kontañ dezhi ar sotonioù e raent-int er gêr. Ar galon ne gosha ket.
ABP- Pet levr 'peus skrivet evit PAV ha PAY ?
Denise - Unan hepken
ABP- Peseurt hini 'n deus roet dit ar muiañ a blijadur?
Denise -Hennezh
ABP- Ar muiañ a labour ?
Denise - Plijadur, ya, labour ebet.
ABP - Ha tro'peus bet da vont e darempred gant ar re vihan ?
Denise - Me zo bet e Komana gant re vihan ha gant ar re vras e Kemper.
ABP - Peseurt raktresoù zo war ar stern ganit ?
Denise - Netra evit ar poent.
ABP - Ha lennet' peus levrioù all PAV ha PAY ?
Denise - Ya, kalz
ABP- Peseurt re 'peus kavet ar re wellañ ?
Denise - Pep unan en deus roet joa din.
ABP- Deiz ha bloaz ar priz : petra 'pije c'hoant da lavarout d'an aozerien ?
Denise - Dalc'hmat da skrivañ, pep labour a dalv boen !