Daet eo er-maez niverenn 74 An Dasson, ar gelaouenn divyezhek (brezhoneg-galleg) embannet get ar Gerlenn Sten Kidna.
An niverenn-mañ 'zo gouestlet d'ar "Panelloù hent divyezhek ha toponimiezh".
Yannig Madeg, un den hag a labour evit Ofis ar brezhoneg war an dachenn-se, a zo bet aterset get skipailh An Dasson.
Perak lakaat panelloù divyezhek ?
Penaos e vez klasket an anvioù get an ofis ?
Penaos e vez labouret get an dud ?
Get an dilennidi ?
Penaos skriviñ anv pe anv ?
Yannig Madeg a reskont é tispleg e labour. Un diviz a zo a ziàr benn skouerioù er Morbihan (An Drinded, Peurderion, an Aod ruz en Alre, Troñs ar Vrozh e Belz...). Un atersadenn 30 pajenn evit mont pelloc'h ha donoc'h war an tem-se. Hag evit achu peder fajennad get troiennoù e yezh an dud, a zo anv enne ag ar saout, dastumet get Patrig Drean.
An Dasson niverenn 74 a vez gwerzhet 5 € e Coop Breizh (An Oriant) ; Lenn ha dilenn (Gwened) ; Breizh ma bro (An Alre) ; ar stal levrioù a-dal d'an ti-gar (An Alré) ; pe get ar Gerlenn Sten Kidna, 6 straed Joseph Rollo, 56400 An Alre (02 97 29 16 58) ; 7 € dre lizher.