Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
- Communiqué de presse -
Nevez deuet er-maez e ti Mouladurioù Hor Yezh: "Keal Doue war-lerc'h Auschwitz"
...ar gudenn n’eo ket gouzout hag-eñ ez eus eus Doue, hogen eus peseurt Doue ez eus anv. An dalc’h eo gouzout penaos e zoareañ. Hag ez eo an Natur , an
Par Hor Yezh Mouladurioù pour Mouladurioù Hor Yezh le 24/05/13 17:01

...ar gudenn n'eo ket gouzout hag-eñ ez eus eus Doue, hogen eus peseurt Doue ez eus anv. An dalc'h eo gouzout penaos e zoareañ. Hag ez eo an Natur , an Hollved, an Danvez, pe neuze hag ez eo ur Bersonenn, ur Spered ? Ma tegemerer ar vartezeadenn gentañ, hon eus c'hoazh d'ober gant an Tralen, gant « l'Absolu » , evel ma lavar ar galleg a-ziwar al latin absolutus, eleze pezh a zo dizalc'h, distag, dreistampleg. An Natur , an Hollved, an Danvez ne c'houlakaont amplegad ebet, daveadur ebet. Aroueziñ a reont an hollad eus kement a zo pe a c'hoarvez, kenkoulz cosmos ar stoikianed, to pan Epikouros, summa summarum Lucretius ha Natura Spinoza.

Padal, an Tralen-se n'eus dezhañ na soñjerezh nag emskiant na youl.

Sed amañ an eil eus ur rummad testennoù berr a-walc'h o tennañ da gudennoù a brederouriezh, goude Prederouriezh pe Philo-Sophia. Savet eo bet ar skrid gant Fañch Kerrain hag an notennoù gant Yann Talbot.

Graet eo bet al levrioùigoù-mañ da gentañ evit al liseidi a zesk ar brederouriezh dre ar brezhoneg met soñjet ez eus bet ivez e kement hini en defe c'hoant da astenn e varregezh war ar brederouriezh hag ar c'heriaoueg.

10 euro (+ 3 euro mizoù-kas) - 11x18 cm - 140 p. - ISBN: 978-2-86863-166-4

www.brezhoneg.org/levriou_nevez.php

Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
[ Gwelout pennadoù all Mouladurioù Hor Yezh]
📩 Abonnez-vous aux chroniques et reportages ABP -- Vous serez notifié des nouvelles publications.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 6) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons