Sioul ha brav e tremen buhez David Copperfield betek addimeziñ e vamm. Adalek an deiz-se, abalamour da grizder e leztad, ez anavezo ar paotrig doareoù kalet ur skol renet gant un den digalon hag e tañvao bed labour ar grennarded en un embregerezh. Un tamm plijadur a gavo evelkent, a-hed ar bloavezhioù, o taremprediñ tud a bep seurt, mignoned pe oristaled.
Charles Dickens (1812-1870) a daolenn ur vuhez en deus anavezet mat e Bro-Saoz e hanterenn gentañ an 19vet kantved.
Troet eo bet e brezhoneg gant Riwanon Kervella.
Titouroù:
11¤ (+ 3¤ mizoù-kas) - 12x19 cm - 218 p. - ISBN: 978-2-916835-49-5 - Skignet gant An Alarc'h