Emañ ar gouarnamant o paouez kemer div zisentez diouzh renk hag a nac?h perzh ar mor e-barzh identelezh Breizh. Tra m?emeur e-sell, gant un dekred, da rannañ Breizh etre tri zolead evit aferioù ar mor, e vefe lamet ar stummadurioù pennañ war micherioù ar mor digant ar pevar lise hag a bled gant ar micherioù-se e Breizh, hervez raktres kartenn nevez ar stummañ evit an dud a vor. Mont a ra prezidant ar Rannvro enep an « taol diskar »-se a ziskouez splann n?eus « tamm youl ebet en hor bro evit ar pezh a sell ouzh ar mor ». (voir le site)