E skolaj Diwan Plijidi aketus eo ar skolajidi. Diskouezet un ugent bennag a vannoù treset dirak an holl, hag Owen deuet da zielfennañ labour pep hini
Kalonekaet e oa bet pep skolajiad gant al labour brav o deus kaset da benn. Evit priz kentañ bannoù treset e brezhoneg e oa aet ar maout gant Moran Dipode evit ar re vras, ha gant Eva evit ar re yaouank. E 6vet eman Eva, ha deuet eo brav ganti gant he istor "Gouel ar mammoù".
Ar re deuet
1- "Ar roue enoeet", Moran Dipode
2- "Gwechall ha warc'hoazh", Pads
Ar re yaouank
1- "Gouel ar Mammoù", Eva Lemaire
2- "Ar maen prizius", Sterenn le Corfec ha Tinaig Le Cor
2- "Karnaval Rio", Lenaig Morvan, Ludighael Morel ha Joanne Marillet