Ni, izili AFB-EKB, zo o saludiñ memor Per Denez. Hennez en deus gouestlet e vuhez d'ar brezhoneg ha d'hor bro. Stummet en deus kalz a studierien yaouank war dachenn ar Brezhoneg, en ur c'houzout e oa ret ivez enaouiñ enno un emskiant politikel gwirion. A-hend-all e vefe bet skubet kuit e labour abalamour da itrikoù hon enebourien.
Lod, hag int niverus emichañs, zo dija o tamall dezhañ bezañ graet emglevioù gant enebourien hon bro Ni, er c'hontrol, a lavar en deus ranket Per Denez tremen gwech ha gwech all dre henchoù treuz evit tizhout ar pal ha bezañ trec'h ; seurt doare-ober 'vez anvet diplomatiezh. Hag er c'heñver-se arabat deomp ankounac'haat an aotreegezh Brezhoneg a zo bet gounezet a drugarez dezhañ, a drugarez d'e zalc'husted, hep kontañ ar mell labour en deus kaset da-benn evel kelenner.
Lavaromp ivez, evit klozañ, ez eo bet Per Denez ur Breizhad kar-e-vro ma tleomp dougen dezhañ hon doujañs hag istim.
Evit ar burev AFB-EKB, ar prezidant, Jean-Louis Le Mee.
Ar sekretour, Gwenael Kaodan.