An Alliance Fédéraliste Bretonne – Emglev Kevredel Breizh a zo bet glac’haret o c’houzout Per Ar Padelleg a oa aet d’an anaon. Hennez a zo bet a-hed e vuhez ur stourmer ampart evit e Vro-c’hinidik hag ar bobl breton.
Goude bout skoliet en e barrez, Pondi hag an Naoned, Per a oa aet da Baris evit studiañ er Skol al Labourioù Publik. Met a felle dezhañ distreiñ da Vreizh evit derc’hel perzh en un doare efedusoc’h er stourm lesanvet, d’ar c’houlz-se, « emgann an trenioù ». Diwezhatoc’h en deus soursiet dastum ar glad ha sevenadur vreizhat, e Bro Gwened. A felle dezhañ ivez difenn an endro evel prezidant Dour ha Sterioù ha derc’hel perzh er stourm a-enep an uraniom.
Met n’eo ket tout. Per a oa un den enrollet er politik hag un enor eo bet evit an AFB-EKB kaout anezhañ evel ezel.
Ni zo kas d’e familh hon soñjoù gwelañ ha mirout e vo memor warnañ e-pad pell a amzer.
Ar Burev.