Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Mannawidan, ur barzhoneg skrivet gant Bernez Tangi
Evit lenn braventez ar bed e brezhoneg ...
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 9/08/13 9:57

Evit lenn braventez ar bed e brezhoneg, unan eus an daouzeg barzhoneg a zo bet embannet a-nevez e Festicelte, kazetenn gouelioù an Oriant (an “alibi” e brezhoneg, ma fell deoc'h, n'eus tra all ebet e brezhoneg, siwazh)


Mannawiddan

Bernez Tangi le 21 novembre 2009 au Festival du livre en Bretagne de Guérande.

En noazh dirak ar mor

ur minaoued en e zorn

e oar digor' an nor

ha lak' an tan er forn

e vlev hir ha luziet

war e glopenn

ar gwez a zo diwisket

gant e lagad lemm.


Ul lamm war an traezh

ur spluj prim 'kreiz an houlenn

ha ne chom diwar-c'horre

nemet ur c'helc'h spoum

diflistr' a ra er-maez

gant bezhin 'n-dro d'e c'houg

gouleier ha liv douget gantañ

war e choug.


O ! ar banneoù dour

dindan an heol a luc'h

'vel steredennoù aour

enaouet da greisteiz

youc'hal a ra d'ar c'houmoul

hag an avel ' c'hwezh

e galon stok en e vruched

ar bed a bulluc'h


War-sav dirak an heol

goustad 'n em lak da red'

laboused en-dro dezhañ

a gan douster ar bed

pign' a ra war ar reier

betek an tevenn

kouezhañ ' ra kreiz ar bleunioù

dizalanet-mik.


Gourvezet penn-da-benn

gant e valvennoù kloz

ar balafenned gwenn

a nij a-us d'ar roz

an avel pa c'houl'

a deu da flour' e groc'henn

mestr eo war an doureier,

ar c'houmoul, an tan


Ur youc'h berr ha nerzhus

da gaout e gezeg-mor

lamm' a ra war o c'hein

'vit kuitaat ar goudor

d'an daoulamm ruz

hei ! hei ! hei ! davet an arnev

e ya da 'n em goll pell

'touesk ar strak en donvor.


Bernez Tangi Rod an avelioù http://www.bernez-tangi.com/

( voir notre article ) evit ober anaoudegezh gant ar barzh, gant ur video.

Voir aussi :