A-nevez e ti Beluga/Coop Breizh
Ma levr kentañ evit deskin brodañ. Ar broderezh kammed-ha-kammed
Odile Le Goïc-Le Guyader. Troet e brezhoneg gant Mona Ropars.
N’eus ket liv an traoù kozh gant ar broderezh. Nann ‘vat !
Dornet mat ha pasiant e teuio ar vugale da vezañ dre forzh pleustriñ. Un digarez dezho da zeskiñ sipañ o spered ha da reiñ digor d’o faltazi.
Ar c’hentañ hentenn gouestlet d’ar re yaouank eo an hini zo kinniget gant Odile Le Goïc-Le Guyader amañ. Kammed-ha-kammed e vo desket teknikoù ha krafoù diazez – ar c’hraf garenn, ar chadennig, hadañ perlez… – diouzh displegadennoù sklaer ha skeudennoù resis-kenañ.
El levr-mañ e kavo an danvez-broderien ur bern mennozhioù da sevel profoù o-unan : sternioù, ur chakodig hezoug, un dougalc’hwezioù…
Ha kavout a ra deoc’h ne blij ar broderezh nemet d’ar merc’hed pe ez eo re vihan ho pugale ? Bezit fiziañs enne ha souezhet e voc’h gant o startijenn !
Hentenn evit an dehouidi hag ar gleizidi.
11 patrom diwar tresoù hengounel.
Danvez da sevel profoù kaer !
ISBN 978-2-37133-083-2
21 x 21 cm / 56 pajenn / golo blot / 14 €
Adalek 6 bloaz
Odile a vo e stal Coop Breizh Kemper, 16 straed Elie Freron, d'ar yaou 30 a viz Even, evit kinnig ha sinañ he levr nevez.
Titouroù ouzhpenn : Trifin : tlemerdy [at] coop-breizh.fr