Trouz a oa bet goude ma vefe aet kuit Daniel Thenadey. Bloaz hanter goude, ur wech staliet ar rener nevez, eo kroget ar sal Glenmor gant ur mont-en-dro nevez.
Daou-ugent vloaz eo Yann Rioual, paotr ar vro, bet rener An Erer Kozh etre 2001 ha 2007. Abaoe pell en doa c'hoant da gemer perzh e buhez sevenadur ar vro, a-hed ar bloaz, ha n'eo ket da geñver un nebeud devezhioù gouel hepken. Kerkent ha m'en deus gallet eo aet war un hent all, un tamm disheñvel, hep ma vefe re, memestra.
E Karaez en deus kroget gant e studioù, e lise Sérusier, a-raok mont da Vrest, da Angers. E Pariz en deus bet labouret e-pad un nebeud bloavezhioù a-raok bezañ paket gant “kleñved-red an Erer Kozh”. Abaoe bloaz eo bet lakaet da rener ar sal Glenmor. Goude ur bloavezh-pont, amzer d'an arvestoù lakaet e plas gant ar skipailh kozh da vezañ kaset da benn, setu lerc'h bremañ d'ur bloavezh abadennoù raktreset penn-da-benn gant ar rener nevez.
Digeriñ
“Digeriñ” a c'hellfe bezañ ger-stur Yann Rioual. Digeriñ war ur publik nevez, war sonerezhioù nevez. Kenlabourat gant aozadurioù all diazezet e Karaez ivez, evel ar studio CLAJ, oberiant-kenañ war dachenn ar sonerezh. Krouiñ liammoù gant ar skolioù pe gant an FJT, oaled al labourerien yaouank... Ur skouer eus ar politikerezh nevez-se a c'hellfe bezañ ar “C'hlub”, ar sal nevez, 150 plas, a zo bet digoret er Glenmor. Ur Gwener ar miz e vez kinniget eno sonerezh pop, rock, elektro, rap... evit respont da c'houlenn yaouankizoù Karaez. Evit ar wech kentañ, an Digor Party, d'ar 17 a viz Gwengolo diwezhañ, e oa bet laouen ar 100 krennard deuet da selaou ar Boogers, Arch Woodman pe c'hoazh Bonjour Afrique. “Ne zisoñjomp ket ar sonerezh hengounel evit kelo-se. Lec'hiet omp en ur vro, dezhi un identelezh kreñv, stank enni ar sonerien, ha lerc'h a vo evito er Glenmor” eme Yann Rioual a-raok displegañ an heklev a roio a-hed ar bloaz da Soig Siberil, mignon hag amezeg dezhañ.
E-maez ar sal
Gant ar spered digeriñ emañ c'hoazh an aozer abadennoù pa fell dezhañ kenlabourat gant aozadurioù all ha mont betek enno da ginnig e servijoù. Digwener paset, da skouer, a-raok kas e abadenn en-dro er C'hlub Glenmor, e oa aet an DJ Julien 2000 betek an FJT evit lakaat buhez en un digor-kalon, gant ar soñj reiñ c'hoant d'al labourerien yaouank da genderc'hel an nozvezh e Kerampuilh. Un arzourez all, Magna, o tont da seniñ e Karaez a c'hello chom war al lec'h un tamm goude hec'h abadenn. Aozet en deus Yann Rioual ur gejadenn etre hi ha liseidi Sérusier, e saozneg, diwar-benn ar sonerezh. Raktresoù all a zo c'hoazh gant an ULAMIR, Soig Siberil ha Lors Jouin, hag ar skolioù.
Ha pelloc'h c'hoazh, goulennoù savet ouzh an departamant hag ouzh ar rannvro evit kaout o skoazell da skignañ abadennoù, da grouiñ arvestoù ha da zigeriñ an diorren sevenadurel en tu all d'an aozañ abadennoù.
A-benn bloaz e vo gouezet ha deuet eo Yann Rioual a-benn da reiñ ul lañs nevez d'ur sal brudet.