Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Compte rendu -
Louise Ebrel hag Iffig Flatres evit ur fest deiz disheñvel
Ur fest deiz pe ur marc'had ? Un abadenn evit ar vugale pe evit ar re deuet ?
Par Fanny Chauffin pour Festival Taol Kurun le 21/01/13 3:08

Prenañ avaloù liorzh Valérie Miniou, fourmaj buoc'h "pie noire", bara bio graet e Gwellegouarc'h gant Veronique Conan, bier fardet e Kerien gant Visant, laoskel e faner ha mont da zañsal.

Hag e kreiz ar fest-deiz, emit-hu ? Dibluskañ patatez evit an trede konkour etrevroadel, gounet ur wech c'hoazh gant ur vaouez yaouank nevez deuet er vro evit bevañ gant he gwaz, rener ti krampouezh "ti billig".

Ha goude ? Lakaat ar vugale da c'hoari gant ar vuoc'h plastek Gi Penseg hag e c'hoarioù e koad (penaos ober ar redadeg gant kanetennoù,da skouer) , hag ober taolioù arnod gant "les Petits débrouillards".

Selaou Louise Ebrel hag Iffig Flatres, distreiñ da zañsal ur gavotenn, ur plinn...

Ha distreiñ d'ar gêr. Ur sulvezh Genver leun a heol, er maez, hag e-barzh sal ar C'hoad Kaer.

Voir aussi :