Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Lors Jouin konter marvailhoù
Setu un tañva evit lakaat skolaerien ha kelennerien da gregiñ ganti, gant kontadennoù distaget en ur brezhoneg saourus distaget sklaer ha fraezh
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 2/07/14 1:26
:

Setu un tañva evit lakaat skolaerien ha kelennerien da gregiñ ganti, gant kontadennoù distaget en ur brezhoneg saourus distaget sklaer ha fraezh

E "Kan ar bobl ar gonterien" e oa seizh konter ar bloaz-mañ e Pondi. Ha c'hwech konter o tont eus Traoñ Kerne.

Ha koulskoude, kontañ e brezhoneg zo ken plijus evit tañva istorioù ar vro, evel reoù Lors Jouin, dastumet dre gomz gantañ.

Setu Lors prest da vont d'ar skolioù, d'ar skolajoù, el liseoù evit kontañ hiroc'h deoc'h. Ha gant un teuliad pedagogel, an destenn bizkrivet evit prientiñ en a-raok gant ar vugale pe ar re yaouank, evel en doa graet e Kastell Nevez ar bloaz-mañ.

Evit kregiñ mat ar bloavezh skol o tont hag evit kas bugale ha krennarded da gontañ evel merc'hed yaouank Kemperle zo bet trec'h ar bloaz-mañ, hag o deus kontet d'ar re all er skol, d'o zud, ha mod-se vez graet abaoe kantvedoù ha kantvedoù...

Evit mont e darempred gant Lors : (voir le site)

Voir aussi :