Evit ar bedervet gwezh e vo kinniget Devezhioù ar brezhoneg e Bro An Alré get Ti Douar Alré ha Kerlenn Sten Kidna, e pad Bro Alré gouil bamdé : 15, 21, 22 ha 23 a viz Gouel Mikael-Here.
— Digwener 15 a viz Gouel Mikael : sonadeg get Gwennyn e Lokoal-Mendon.
Gwennyn a gas ur ton nevez e Breizh : testennoù skrivet geti ha lakaet war sonerezh pop-rok hag ur vouezh dispar ! Div bladenn a zo deuet er maez : En tu all (2007) ha Mammenn (2009).
Gwennyn a gano evit skolajidi divyezhek Bro An Alré d'ar gwener 15 d'enderv.
Gwennyn, sonadeg
sal Émeraude,
digwener 15 a viz Gouel Mikael, 8 e 45 da noz
Lokoal-Mendon. 8 euro.
Evit netra edan 12 vloaz.
Evit mirout : Breizh ma bro
11 straed al Laezh
An Alré
Pellgomz : 02 97 24 40 82
Titouroù : Kerlenn Sten Kidna, 02 97 29 16 58