Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/41/41152_1.jpg
Lleuwen Steffan
- Chronique -
Lleuwen Steffan : pennaktourez Merc'h an Eog
Trugarez vras da Lleuwen : daoust d'al labour start gant an droiad "Merc'h an Eog" e Kembre, a benn nebeut e Breizh, kemeret he deus amzer da respont d'ar c'houlennoù savet dezhi.
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 26/10/16 9:14

Trugarez vras da Lleuwen : daoust d'al labour start gant an droiad "Merc'h an Eog" e Kembre, a benn nebeut e Breizh, kemeret he deus amzer da respont d'ar c'houlennoù savet dezhi.

ABP : Tremen a ra mat pep tra ? Penaos eo bout star abadenn nevez Teatr Piba /Theatr Genedlaethol Cymru?

Lleuwen Steffan : N'on ket star.

Tout hor skipailh a labour evit ar memes pal, lakaat an istor war al leurenn.

Al labour a blij din eo al labour prientiñ a vez graet a-raok mont war al leurenn... klask an dudenn, klask kompren ar pezh zo en he fenn, petra eo he fal. Ur sapre beaj eo bet... evit ar penn hag ar c'horf !

Plijus tre eo din c'hoari a-nevez ha dreist skoulmañ liammou etre an dud hag ar broioù. Diaes e kavan bezañ 'barzh kroc'hen Mair, an dudenn a c'hoarian. Diaes eo dezhi lezel an traou da vont ha derc'hel penn. Bevañ a zo diaes dezhi. Met ne meus ket aon ober traou diaes. Ar c'hontrol! Deskiñ a ran kement hag un enor eo bezañ Mair evit tri miz.

ABP : Penaos labourat gant daou leurenner e teir yezh ?

LS : Deuet eo a-benn al leurennerien d'en em ober an eil gant egile abred tre e-pad ar pleustradegou. Dedennet on bet gant o daou zoare disheñvel da leurenniñ.

Thomas Cloareg a labour kalz gant ar c'horf ha gant ar skeudennoù a wel (war ?) al leurenn, labouret en deus kalz gant Sirk Broadel Vietnam ha gwelet 'vez an awen-se en e labour, a gav din. Labourat a ra kalz gant sonerezh ha skeudennoù, an teknik tro-dro ivez, ar skrammoù hag an trouzioù.

Sara Lloyd a labour gant an destenn dreist-holl. Doare Stanislavski ha Sanford Meisner a implij kalz... Mont don en hon tudennoù evit kompren piv int, ar perak hag ar petra eus ar pezh zo e-barzh o fennoù.

A benn ar fin an doareoù disheñvel da leurenniñ, a soñjan, a sikour ac'hanon da glask an dudenn hollek. Em fenn hag em c'horf, penn-kil ha-troad ! D'am soñj o deus Thomas ha Sara desket traoù an eil gant egile. Gwelout a ran o deus an daou doujañs evit labour an hini all. Plijus eo gwelet an dra se.

ABP : Kanañ pe c'hoari : petra 'blij ar muiañ dit ?

LS : Sevel kanaouennou ha seniñ a zo un dra a zeu aes awalc'h din. Atav eo bet e-mod-se, n'ouzon ket perak ha ne glaskan ket kompren. 'Mod-se emañ.

Sioulaet e vez ma spered gant ar gitar hag he sonerezh hag ar gerioù a zeu da heul ar sonerezh a ra din kompren traoù zo. Ober a ran se evidon da gentañ, gwell a se ma plij d'an dud all ivez.

Paouezet e oan gant al labour aktourez abaoe m'eo ganet ma bugale. Techet on da vont re e-barzh an tudennou, ezhomm em boa un tamm ehan gant an doare-se se da vevañ, un tamm ehan gant ar vicher. Bet oan bet o vevañ gant ma valizenn e-pad bloavezhiou, o vont eus un droiad d'unan all. Poent e oa din kavout ul lec'h da chom. Met marteze eo poent din klask ur c'hempouez etre bezañ gouest da c'hoari, seniñ, bezañ mamm ha chom fur bremañ. Plijout a ra din al labourioù-se ken ha ken hag ar pezh diaesañ n'eo ket al labour met ar c'hempouez.

Voir aussi sur le même sujet : c'hoariva, krouidigezh, stourm
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons