Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Lettre ouverte -
Lizher da Manuel Valls gant ar skrivagner katalanek Joan Daniel Bezsonoff
Kaset da Manuel Valls gant Joan Daniel Bezsonoff, skrivagner katalanek ha troet e brezhoneg gant Gwenael Emelyanoff.
Par Mark Kerrain pour Mark Kerrain le 27/05/12 22:38

Lizher kaset da Manuel Valls gant Joan Daniel Bezsonoff


Aotrou Ministr,

Kemer a ran ar frankiz da skrivañ al lizher-mañ deoc´h evit reiñ ma gourc´hemennoù deoc´h abalamour ma'z oc'h bet anvet d´ur post ken pouezus. Ne gav ket din ez anavfec´h ac´hanon. Gant ho kargoù ne zleit ket kaout kalz amzer da lenn klaz levrioù katalonek.

A viskoazh on bet douget deoc´h pa´z eus kalz traoù hag a zo boutin deomp hon-daou. C´hwi zo ganet e Barselona e 1962 ha me e Perpignan e 1963. C´hwi zo maer kêr-Evry ha me ´m boa tremenet ul lodenn vras eus ma bugaleaj e Massy, 17 kilometrad diouzh ho kêr.

En tu all d´an istor bihan, on bet plijet bepred gant ho mennozhioù. C'hwi z our sokialour bet dilezet gantañ loaroù kozh ar varksouriezh. N´oc´h ket taget gant an aelouriezh, an dallegezh spered evel kement a gamaraded eus ho strollad. Un den pleustrek oc´h, eoriet er gwirvoud. Padal n´hoc´h eus ket dilezet uhelvennadoù ho yaouankiz nag ar youl da wellaat ar gevredigezh, da lakaat anezhi da vezañ reishoc´h.

Evel an holl Frañsizien oc´h bet azezet war bankoù skol ar Republik hag he deus roet deomp un deskadurezh solut hag ur stummadur sevenadurel priziet ganeomp.

Trist eo kalz eus keodedourien Frañs avat rak ar Republik ne ro ket tu dezhe da ren ur vuhez seder. Displegañ a ran, Aotrou Ministr. Plijout a ra ar galleg kalz din ha laouen on o vezañ gouest da gompren holl arlivioù kanaouennoù Jacques Brel ha Georges Brassens, da c´hallout lenn war-eeun Marcel Proust, Balzac pe Flaubert, da anavout holl filmoù Louis Jouvet pe Jean Gabin.

Plijet e vije bet avat m´he dije ar Frañs zous karet he c´hoarezed bihan katalonek, okitanek, euskarek, korsek, arpitanek, brezhonek, flandrezek, elzasek. N´emaomp ket en XIX vet kantved ken. War sevel Europa emaomp. Diskaret eo bet an harzoù ha poent e vefe marteze d´ar republic chom hep en em santout gourdrouzet hag anavout he finvidigezh yezhel. Aotrou Ministr, c'hwi hag a zo Katalonad, ha fellout a ra deoc´h e varfe da viken war douaroù ar Frañs ar yezh a gomzit gant ho mamm? Hep ar c´hataloneg, an okitaneg hag o holl c´hoarezed e vije ar Frañs ur vered yezhoù, kañvaouus, disec´het , trist evel un hañv hep heol hag ur vuhez hep karantez.


b>Joan Daniel Bezsonoff,skrivagner katalanek


Troet e brezhoneg gant Gwenael Emelyanoff

Diwar-benn ar skrivagner: (voir le site)

Voir aussi sur le même sujet : Manuel Valls,Joan Daniel Bezsonoff,Catalogne,catalan
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons