Mennet e oa liseidi lise Baiona Seaska : ur respont o doa bet gant Ministerezh an Deskadurezh Stad e miz C'hwevrer
Goude bezañ bet skrivet ul lizher bemdez etre miz Gwengolo ha miz Kerzu, ha lakaet er voest_lizher, adskrivet bemdez gant ul lisead disheñvel, desket o doa liseidi Baiona penaos aozañ un emvod kelaouiñ, mont e darempred gant ar bolitikerien ...
Petra oa bet goulennet ganto ? Tremen ar vachelouriezh en euskareg penn da benn. Evit ar poent e vez tremenet an istor geo hag ar brezhoneg. Goulenn a reont e vefe evel evit an DNB (Breved ar skolajoù) : kaout ar respontoù e galleg, met respont en euskareg. Nac'het oa bet e miz C'hwevrer gant Vincent Peillon o lavarout e oa maez al lezenn, ha diposubl en un doare lezennel ha teknikel. Met koulskoude ne baouezont ket d'en em vodañ etre teir gwech ha peder gwech ar sizhun, aozet un ton ganto, mennet, merc'hed ha paotred evit ma yafe war raok o stourm.