Er bloaz-mañ, ur wech c'hoazh, evel bep bloaz en amzer peoc'h, 'vo bodet d'an 13 a viz Gouere Breuderiezh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh, da geñver lidoù Meur ar C'Hoursez Digor e Arc'hanaoù hag a vo graet dindan lagad an Drouiz Meur nevez Morgan.
Gant dileuridi bro Kembre ha Kerne vo embannet ar youl a vreuderiezh etre hon tri bro dre lidañ unanidigezh ar c'hleze daouhanteret. Degemeret 'o ivez ar re nevez er Poëllgor hag an drouized, barzhed, ovizion ha diskibien nevez e C'Hoursez Breizh goude bezañ laret sonjoù ar C'Hoursez diwar benn an traoù nevez erruet war dachenn a enep hon sevenadur ha ar politikerezh e Breizh.
E gwirionez, 170 vloaz zo e oa bet dileuridi Breizh en Eisteddfod e Abergavenny. Ar pep pouezusañ a oa degemer ar Vretoned kentañ ganto evel izili eus ar C'Hoursez Kembre. Setu e voe touet ganto da zifenn hon yezh, hon sevenadur, hon bro.
Neuze, Goursez Digor ar bloaz-mañ a vo lakaet dindan paeroniezh George Sand, Lamartine ha Brizeug abalamour d'o mennozioù diwar benn ar sevenadur Breizh : kavout a rae dezho o zri, e oa an traoù-mañ perzhioù eus glad Bro C'Hall. An tri skrivagner brudet-mañ ne oant ket tud aonig evel izili an Akademiezh a vremañ : eus ar re wellañ e oant, rak-se o doa fizians.