Ouzhpenn 400 den a oa deuet d'ar fest noz aozet gant 44=Breizh hag ar gevredigezh Enorzh d'an 29 a viz Here e Enorzh evit soutenn stourmerien an adunvanidigezh a zo dindan kastiz ar justis.
Trugi d'an holl ha d'an arzourien Startijenn, IMG, Al Loar Zu ha Digresk ! Plijadur a zo bet da zañsal ha da riboulat met ouzhpenn-se da eskemm ha d'ober darempredoù. Kevredigezhioù evel Acipa peBlaen hep Harzoù ha strolladoù evel Breizhistance hag an UDB a oa ivez. Diskouez a ra e vez adunvandigezh afer an holl.
Kemeret eo bet ar gaoz gant izili 44=Breizh evit ma vo pouezet war ar c'hengred a-greiz ma vez lakaet ar gwask war ar stourmerien gant rannvro Broioù al Liger a c'houlenn 20.000 euro outo.
Keleier a vo roet war an dachenn-se a-benn nebeut.
En ur c'hortoz keleier ouzhpenn e c'hellit sellet ouzh luc'hskeudennoù an nozvezh : (voir le site)
Na zisoñjit ket kennebeut prenañ deiziadur 44=Breizh nevez flamm ! (voir le site)