Re a drouz dindan teltenn vras an "Egor Komzoù" (Espace Paroles), met brav e oa al lennadenn gant an delenn
Brudet eo Lan, nebeutoc'h eget e breur Bernez koulskoude. Anavezetoc'h eo evit e labour pedagogour e Roudour a stumm bep bloaz stajidi kad da breg e brezhoneg goude c'hwech pe eizh miz, gant un hentenn anvet ar "suggestopedia".
Lakaat a ra e pleustr an hentenn-mañ pa vez lennet gantañ en un doare sioul ken ken e oberenn, dastumadeg barzhonegoù un den graet gantañ kalz a veajoù er bed. "Mousafir", titr al levr embannet e 1997, a dalv "beajour" just a-walc'h e Turkia ha meur a vro.
Met er pennad kentañ an abadenn en doa lennet e oa kentoc'h istor bugaleaj an den ganet e 1951, savet e Menez Are. Setu fin ar barzhoneg :
"E lagad ar vroñsenn
E-kreiz kalon ar vleunienn
E c'hellez lenn ma sellez mat
Huñvre an irin hag hini an aval
Ar c'hraoñ-kelvez
Ar sistr hag ar glav"
"Hennezh n'anaveze ket c'hoazh
Avel-dro ar pevar amzer o vuanaat"
"Bugaleaj
Devezhioù peurbadelezh."
Lan Tangi
Mousafir, Embannadurioù Skrid, 1997