Meur a wech eo bet klevet mouezh Kris Menn : gant Breizh Akademi, gant Jean-Yves Kere, e nozvezh ar gavotenn e Poullaouen,... sot gant sonerezh ar vro, met ivez gant doareoù da seniñ a-vremañ : gant ur youkoulele, ur c'hourebed, ur piano e teu a benn da grouiñ un aergelc'h iskis, da veskañ meur a levezon. Hag ur brezhoneg mesket gant hini ar re gozh, doare Manu Chao a-wechoù, trouzioù ar vuhez pemdez.
O tremen eus ur werz brudet d'ur rap nevez savet, ar meskaj a seblant bezañ souezhus a-wechoù.Chom a ra da dezhañ da liammañ an tonioù etrezo muioc'h, o kontañ kaoz, o sachañ an evezh.
Brav ar vouezh hag ar sonerezh, chom a ra al liamm gant an arvesterien da grouiñ, kalz aesoc'h en un davarn pe ur sal vihan.
Deuit da selaou anezhañ evit ober ho soñj diwar ur steredenn nevez e Breizh da galonekaat, gant ur brezhoneger gwriziet er vro. Kalz muioc'h a draoù en deus da zegas d'an dud, anat eo, brav al lec'hienn myspace hag ar bladenn nevez deuet er maez.
Evit e selaou