Setu bodet ar vugale en ul lec'h bihan, staliet brav. Prest eo ar skipailh da zegemer anezho gant un arzourez a vicher, ur vuhezourez vrezhonegerez, hag abadennoù e-pad an daou zevezh. Gallout a reer chom da lenn banno treset ha levrioù e brezhoneg ivez, hep direnkañ den ebet ...
d'ar Sadorn 29 a viz Here
Livañ gant Myam
Korn al lennerien yaouank (levrioù, margodennoù, bannoù treset)
� 3e : c'hoariva evit ar vugale gant strollad Fubudenn Kemperle. "Kurunennoù ar rouanez" ma konter istor Honza, a glas dimeziñ gant Kasenka. Met evit se, ret e vo dezhañ mont da Braha da c'hoari gant ar Rouanez : kurunennoù pe soudard ar roue e-pad ugent vloaz ?
�4e : Priz ar Yaouankiz et Priz ar Vugale : degemer ar skrivagnerien, tabutoù.
d'ar sul 30 a viz Here
Livañ gant Myam. Korn al lennerien yaouank (levrioù, margodennoù, bandennoù treset) gant Krista.
� 3e : abadenn kanaouennoù gant Katell ha Fred, e brezhoneg, kembraeg, galleg ha saozneg.
� 4e : Istorioù 'vit bistrakoù : gant sonerezh ha kanaouennoù, Erwan Hemeury a gonto deoc'h istorio� digredus ! Paotr fin anezhañ, souezhadennoù e-leizh da vare merenn vihan !