Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- En Bref -
Komz brezhoneg brav gant Yann Gervern
Staj kentañ e Karaez gant 12 stajiad. Kazetennerien radio ha skinwel, skrivagnerien, kelennerien, skolaerien, tud war o leve anezho. Evit ar re o deus c'hoant kemer perzh d'an eil staj
Par Fanny Chauffin pour ABP le 7/04/12 23:10

Tremenet oa bet buan amzer an 12 skoliad, kazetennerien radio ha skinwel, skrivagnerien, kelennerien, skolaerien, tud war o leve anezho. Plijus-tre e oa labourat war ur c'hant frazenn bennak o klask penaos lemel levezon ar galleg pe ar boazioù fall kemeret gant pep hini anezho. Skouerioù tennet eus niverennoù Al Liamm, Ya !, romant diwezhañ Mich Beyer...

Ha gant Yann Gervern e vez graet a bep seurt traoù : labourat, kanañ, selaou kontadennoù, kenveriañ barzhoniezh Breizh hag hini bro Alamagn...

Evit ar re o deus c'hoant kemer perzh d'an eil staj, kit e darempred gant ar gevredigezh fea : afea [at] laposte.net - 06 79 14 96 87

E lise Diwan Karaez e vo, etre 10e beure hag 1 eur goude merenn, d'ar Sadorn 23 a viz Mezheven. Digoust.

Document PDF Frazennoù da zifaziañ gant ar stajidi. Source :fichenn Yann Gervern
Voir aussi sur le même sujet : staj brezhoneg,pedagogiezh
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 1 commentaires
Jean Lastennet Le Mardi 10 avril 2012 16:43
N'on ket bet evit pellkargañ ar fichenn PDF. Ur "404" 'm eus bet.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons