Koll-atav eo an eil lodenn a-ziwar peder eus An deiz hirgortozet.
Tregont vloaz war-lerc'h an darvoudoù kontet en istor-mañ, ken tost evit rummad oad ar skrivagner, ken pell evit o bugale, emañ Breizh da vezañ adijinet e-barzh un Europa kollet he stur ganti, e-kreiz ur “gêriadenn vedel” gwallgaset gant an “enkadenn” ha rouestlet betek bezañ dizoare hag hudur a-wechoù.
Gant an oberenn-mañ ho po an digarez da welet er melezour skeudennoù eus an amzerioù-se.
Adkavout pe dizoloiñ sonerezh kreñv, lañsus pe luskellus ha pozioù entanus ar bloavezhioù 70 a c'hellot ober ivez.
Kement-mañ o vezañ teil druz da ledañ war ar park.
336 pajenn, moull. gwenn & du, 12 x 18,5 sm, ISBN : 978-2-36758-009-8
(voir le site) evit gouzout hirroc'h.
Skol Vreizh, 41 kae Leon, 29600 Montroulez
02 98 62 17 20 ha skol.vreizh [at] wanadoo.fr -
(voir le site) d'an embannadurioù Skol Vreizh.