Bevañ e brezhoneg noz ha deiz, pa n'eus ket 'met galleg en-dro dimp. Sed amañ un dra zo bet soñjet hag hunvreet gant kalz tud, ha ganac'h-c'hwi ivez 'michañs ! Amañ 'ba Kerrien eo deuet an traoù da wir, donemat 'ba Kervrezhon gant Kilian ha Lucie !
Met peseurt mod 'neuint graet ? An dra-se 'vo gwelet 'ba 4 munud e Breizh, kinniget gant Brezhoweb ! Un abadenn e brezhoneg istitlet e brezhoneg hag e galleg evit ar re a fell dezho.