Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Présentation de livre -
Kergelenn, alouber an dremmwel, gant Herve Gouedard
Penaos e teuas un tammig noblañs a Vreizh-Izel da vezañ ur moraer brudet hag un ergerzher bras... Ar c'haier-mañ, a stagan hiziv da zuiñ ar pajennoù anezhañ, a gavi ennañ,
Par Tudual Huon pour Éditions Al Liamm le 14/10/10 16:07

Penaos e teuas un tammig noblañs a Vreizh-Izel da vezañ ur moraer brudet hag un ergerzher bras...

« Ar c'haier-mañ, a stagan hiziv da zuiñ ar pajennoù anezhañ, a gavi ennañ, Mai vihan, dezrevell feal ma foanioù, ma flijadurioù, ma strivoù, ma disouezhennoù. Klask a rin livañ gant reizhded ha gant gwirionded kement a zo aet d'ober ma zammig buhez, hag ur frealz eo din soñjal e vo talvoudus dit an danevell a stagan hiziv ganti, hag e c'helli tennañ splet diouzh kement emaon o vont da skrivañ diwar vremañ, hag en treuzkas, d'az tro, d'ar vugale a vo roet dit deiz-pe-zeiz. Dastumet em eus skiant a-hed ma buhez turmudus, ha, ma teurvezez lenn an danevell-mañ betek penn ez po, amañ-ahont, alioù fur da glevet diganin. »

Savet eo ar romant-mañ e stumm un danevell-vuhez kinniget gant Erwan-Jozef a Gergelenn (1734-1797), ar moraer brudet, d'e verc'h-vihan.

Dindan pluenn gizidik, awenet-kaer ha titouret-mat Herve Gouedard e santer ar from, ar youl hag an nerzh a oa o virviñ en askre ar merdead meur, a gave dezhañ koulskoude ne oa, e gwirionez, netra all nemet ur c'hoariell e palv-dorn an tonkadur...

130 p. – 13 x 20 cm – Here 2010 – ISBN 978-2-7368-0081-9 – 12 €

Skignet gant Coop-Breizh

Al Liamm

14 rue du Muguet

22300 Lannuon

pgz : 02.96.48.03.00

postel : kab [at] brezhoneg.org

lec'hienn : www.brezhoneg.org

Voir aussi :
logo
Embannadurioù : 120 titl. Bannoù-treset, barzhonegoù, c\'hoariva, kontadennoù, romantoù, danevelloù, buhezskridoù, studiadennoù, geriadurioù, yezhadurioù...
[ Gwelout pennadoù all Éditions Al Liamm]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons