Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
- Disparition -
Kenavo Paskal Boccou
Emañ "Emglev Bro Douarnenez" o paouez koll e brezidant. Stourmer dalc'hus e oa "Paskal Bocou" war dachenn ar yezh hag ar sevenadur breizhat. Nouspet raktres a-stroll en deus kaset da-benn a-drugarez d'e nerzh divent.
Par Elen Rubin pour Daoulagad Breizh le 24/09/10 9:49

Emañ "Emglev Bro Douarnenez" o paouez koll e brezidant. Stourmer dalc'hus e oa "Paskal Boccou" war dachenn ar yezh hag ar sevenadur breizhat. Nouspet raktres a-stroll en deus kaset da-benn a-drugarez d'e nerzh divent.

Soñj hon eus eus outañ o youc'hal da reiñ kalon da berzhidi ar Redadeg 2010.

Ne ankounac'haimp ket Paskal o sachañ kanerien d'e heul da geñver Ribin ar Sardin. Nag a blijadur o rannañ glad Douarnenez asambles.

Da viken e chomo ennomp e youl da lakaat da zigejañ ar stourm sevenadurel ha blaz ar gouel evit ma tasono ar brezhoneg e divskouarn kement hini er vro. Unan eus an arouezioù kreñvañ eo Gouel Bro Douarnenez, darvoud bloaziek ar sonerezh, ar c'han, ar c'hoariva, al lennegezh, ar sinema e brezhoneg…

D'ar 16 a viz Here e vo roet lañs da festival ar bloaz-mañ. E koun Paskal e vo dalc'het, gant «plijadur ha startijenn» , e c'her-stur. Mankout a ri deomp, spontus. Kenavo paotr !

Emglev Bro Douarnenez hag e izili : ULAMIR ar Gwaien, Div Yezh, Korriged Is, Daoulagad Breizh, Gouel ar Filmoù, Bagad Douarnenez, UGB, TYS, Mervent.

Voir aussi sur le même sujet : disparitions
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
Lakaat war-wel ar sinema e Breizh
[ Gwelout pennadoù all Daoulagad Breizh]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 2) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons