Interet oa bet Youenn Kraff disadorn e bered Bei
Bannieloù Breizh dirak iliz Bei leun chouk, ha kan broadel Breizh evit ur broadelour, yezhour, o kenlabourat ingal gant ur bern kazetennoù hag aozadurioù e Breizh hag e broioù keltiek.
Evit Taol Kurun eta, e oa deuet gant Noemie ar Bris, Roger Stephan ha Roland Peron da c'hoari sketchoù farsus e brezhoneg ar vro, gant ar strollad "Lapoused Kervarker".
Kentelioù noz, adembannadur "Mouezh Kerne", levr gant brezhoneg Skaer, e hini (ganet e Skaer e 1925), a oa bet graet gantañ. Troet en doa ivez pezh c'hoari "Kurunennoù ar rouanez", c'hoariet ar bloaz paseet er festival dirak 500 a vugale hag a dud deuet. Ne oa ket un den aes da zaremprediñ, un dra sur. Ur stourmer e oa, anat, ha gouestlet en doa al lodenn vrasañ eus e vuhez d'ar brezhoneg gant un nerzh divent ha disehan.